Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat da fiñval en-dro (ar pezh a oa morzet). Dic'hourdañ ar c'har. Evit ma c'hallo dic'hourdañ mat e izili. DHS. dirennañ. HS. digropañ, divorzañ. 2. Dre ast. Lakaat da fiñval, da vont en-dro. Ez an d'ober ur bale da zic'hourdañ ma divhar. Pell omp bet ouzh taol, deomp bremañ da zic'hourdañ hon divesker. HS. dirennañ, diroufennañ, divorzañ. 3. Trl. pemdez Dic'hourdañ e latenn, he latenn : klakenniñ. HS. diroufennañ. 4. Dre ast. Distagañ, skeiñ (un taol). Mont a reas da zic'hourdañ ur javedad gant he matezh. HS. diastenn, disvantañ. 5. (db. al lien, ar gwiadoù) Plaenaat, ober e doare ne vo ket plegoù ennañ ken. Dic'hourdit al lien-se. II. V.g. 1. Astenn an izili. Ne ra ket met dic'hourdañ ha bazailhat. 2. Dre skeud. Dont da vezañ dilu. Dont da ra da zic'hourdañ. III. V. em. EN EM ZIC'HOURDAÑ : astenn an izili. En em zic'hourdañ a reas, ken na strakas e eskern. Sevel a reas e benn, ouzh en em zic'hourdañ, evel pa vije o tihuniñ eus ur c'housk pounner.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'hourdiñ an daouzorn

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (désengourdir les mains)

dic'hourdet

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (désengourdir les mains), (un homme, un cheval &c.)

dic'hourdiñ ar c'har

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (la jambe engourdie

dic'hourdiñ

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (un homme, un cheval &c.)

dic'hourdit al lien-se

1909
Daveenn : BROU p. 225

n'hellan ket dic'hourdañ

1909
Daveenn : BROU p. 225 (se dégourdir)

dic'hourdañ

1909
Daveenn : BROU p. 225 (assouplir)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial