Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. ar melloù, ar bouzellennoù-rod, h.a.) Koll an aer, ar gaz a oa ennañ. Dic'hwezañ a ra rod e garr bep a dammig. Krog eo ar c'hwezigell da zic'hwezañ. 2. Dre skeud. (db. an dud) Koll e lorc'h, e vrasoni. Dic'hwezet he deus abaoe m'eo aet he aferioù da fall. II. V.k.e. 1. Lakaat an aer, ar gaz da vont kuit eus udb. Dic'hwezañ ur vatarasenn gampiñ. Dic'hwezet en deus e voue. Dic'hwezañ e skevent. 2. (db. ar geotdebrerien c'hwezet gant goadur ar boued enno) Goullonderiñ ul loen eus ar gaz emañ c'hwezet gantañ dre doullañ e gof war-bouez ur minaoued. Dic'hwezañ ur vuoc'h.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

An neb a vez c'hoant gantañ ober hent buan a vez ret dezhañ diskenn ur wech an amzer da reiñ tu d'e dipoyerien da zic'hwezañ ; ober da skouer ul lev war dipoy, un hanter lev war droad, hag all.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial