Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. (db. an dud) 1. A lavar e soñj gwirion. Un den didro. DHS. dichipot. 2. N'eo ket hedro. II. Adv. 1. Eeun, hep distro. Mont didro. 2. Dre ast. (db. an dud) Hep klask tro, hep ober ardoù. Komz didro.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

didro

1931
Daveenn : VALL pg (parler sans) ambages

Da glask ar gwir Varzh, lennit e oberoù yaouankiz, ar re a zo deuet didro diouzh e galon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

N'eo ket peuketa eo a reas kenskolidi ar breur Arturo. C'hoarzhin didro, ne lavaran ket, ha leiz [leizh] o begoù.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Al loar a c'houlaoue e zremm e-keit m'edo o komz, ha plijet e oa ar plac'h o sellout outi, rak anezhi e teue ur seurt madelezh naturel didro, a c'hiz kozh.

2012
Daveenn : DJHMH p37

Ha gwashañ pezh 'zo, muntr ur mezeg meur, pezh a dalvez e vo klinikennoù, skiantourion, kazetennerion, dibaouez war hon skasoù - tre ar pezh a zo ezhomm, da vont didro ganti, evit chom gant e fri war ar gloued.

2015
Daveenn : EHPEA p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial