Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

En deus nebeut a c'hred da labourat, da ober udb. Ken diegus e oan ma ned aen ket da labourat. HS. diek, lezirek, lizidant.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

diegus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paresseux

diegus

1732
Daveenn : GReg pg endormi (negligent qui ne se met en peine de rien)

diegus

1850
Daveenn : GON.II pg diek, diegus

diegus

1850
Daveenn : GON.II pg diéguz

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Daveenn : SKET p.107

Douget eo an den d’ar fall, peurvuiañ diegus en em laosk da vont war mare e youloù fall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

An emgav a oa da vintin Ha dizale 'sono sklintin Kloc'hig an Ave Maria. N'eo ket souezh int diegus; Ar bedadenn 'zo ken hegus Ma ra dezho trevariañ.

1960
Daveenn : PETO p13

Ha, war-lerc'h ho lizher, ' teuan, a-ruz kammed, / Diegus ha poaniet, da glevout ar setañs.

1960
Daveenn : PETO p14

sellout a rejont outañ gant euzh, diegus.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial