Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. 1. Diframmañ (un ezel bnk.). Sachañ war e izili evit o zerriñ hag o diemprañ. E javed diempret ha torret gant an tenn pistolenn. & Ent strizh Diframmañ (ub.) dre dennañ war an izili a-benn boureviañ pe lazhañ. Gwelet a reas diemprañ he bugel. DHS. divellañ. 2. (db. an traoù zo meur a lodenn ouzh e ober) Terriñ e meur a damm. Diempret e oa bet ar rodoù a daolioù horzh. HS. difelpañ, drailhañ. II. Dre skeud. 1. Disrannañ. Ar barrez-se a voe diempret diouzh hini Neulieg. DHS. dispartiañ, distagañ. 2. (db. ar gevredigezh) Lakaat dizurzh enni. Diempret eo bet ar gevredigezh. DHS. distabilaat, eilpennañ, divodañ. HS. diaozañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

disamprañ

1732
Daveenn : GReg pg deboeter (disloquer quelque os)

diampriñ

1732
Daveenn : GReg pg demembrer

diampriñ

1732
Daveenn : GReg pg deboeter (disloquer quelque os), demettre (faire sortir un os de sa place, le disloquer), demettre (faire sortir un os de sa place, le disloquer)

diomprañ

1732
Daveenn : GReg pg deboeter (disloquer quelque os)

Diompret eo e holl izili.

1850
Daveenn : GON.II pg dihompra (Tous ses membres sont disloqués).

diomprañ

1850
Daveenn : GON.II pg dihompra (Déboîter. Disloquer. Déjoindre. Démettre. Il se dit surtout en parlant des os, des membres).

diompret

1850
Daveenn : GON.II pg dihompra

diomprañ a reot e eskern

1850
Daveenn : GON.II pg dihompra

diomprañ

1909
Daveenn : BROU p. 224 (disloquer)

diampriñ

1931
Daveenn : VALL pg arracher (séparer en arrachant)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial