Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Reiñ da c'houzout en un doare resis. Bemdez e tifere an traoù a ranke bout graet. & Ent krenn Graet en doa marc'had d'ober ur pont en ur ziferañ : ar c'hentañ a baseo a vo din. Diferañ dre gevrat. 2. Embann. Diferañ ul lezenn. 3. Divizout. Seveniñ an divizoù bet diferet. 4. Daleañ. Diferañ ur veaj. HS. ampellañ. II. (dirak un av.) 1. Gortoz, daleañ. Hep diferañ mont. HS. ampellañ. 2. Dre ast. Nac'h. Ne ziferan ket mont. Ne ziferan ket paean. III. V.g. (db. al livioù) Bezañ ken disheñvel diouzh an traoù all zo tro-dro ken e vez sachet evezh an den gant se. He liv a zifer.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

diferañ

1499
Daveenn : LVBCA p57 (differer, prolonguer)

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Daveenn : Cath p19-20

en em zeferiñ

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid, H. Leon.)

en em zeferet

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid, H. Leon, pp.)

Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ ; azezañ a reas da studiañ an endalc'had, teñval e benn. Diazorn e oa an testamant, rak an Ao.Utterson en doa nac'het krenn reiñ e skoazell evit e skridaozañ, daoust m'en doa asantet e ve fiziet ennañ ur wech graet ; sed a zifere e degouezh marv Henry Jekyll, doktor war ar vezekniezh, doktor war ar gwir, ezel eus ar Royal Academy of Science, h.a., e rankfe e holl vadoù mont d'e "geneil ha madoberour Edward Hyde"

2012
Daveenn : DJHMH p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial