Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Na flach ket. Chom diflach evel ur santig koad. Ken diflach hag ur roc'h. C'hwi a chom diflach en ho kador-vrec'h. Ar goumoulenn a chome diflac'h e-kreiz ar park. HS. difiñv. 2. Na ra van, na ziskouez ket an disterañ from. Ur spered lemm hag un nerzh kalon diflach. HS. digaz. 3. Na c'haller ket dinac'h. Digarezioù diflach, na c'haller ket toullañ dindano. II. Adv. (db. an dud) Mennet start, kalonek. Marvet ez eus milieroù a Vretoned o stourm diflach. Ra gerzho, koulskoude, sonn ha diflach, betek ar bez.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

diflach

1850
Daveenn : GON.II pg diflach

ken diflach eo hag ur roc'h

1850
Daveenn : GON.II pg diflach

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.115

En doare-se eo e lakeas naered Litavis diflach ha dic’halloud erevent ar stêr.

1924
Daveenn : SKET.II p.56

diflach

1931
Daveenn : VALL pg (sans) bouger

A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.

1949
Daveenn : SIZH p.64

Goude-se e kontas dezhañ penaos he doa heuliet Thomas betek lochenn e dud, ma oa eno en e goazez, diflach.

2023
Daveenn : DREAM p. 75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial