Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar plant) Na daol frouezhenn ebet. Difrouezh eo ar wezenn-se. 2. Dre ast. (db. an douar) Distruj. An douar difrouezh a vez dilezet gant an dud. DHS. strujus. 3. Dre skeud. (db. ar maouezed) Na c'hall ket genel bugale. HS. gaonac'h. 4. Dre let. Na zisoc'h gant netra vat. Difrouezh eo bet da holl strivoù. ES. frouezhus.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

difrouezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sterile

difrouezh

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Qui ne porte pas de fruit, sans fruit.)

gwezenn difrouezh

1732
Daveenn : GReg pg arbre

gwreg difrouezh

1732
Daveenn : GReg pg femme (sterile)

difrouezh

1850
Daveenn : GON.II pg difrouez, difrouézuz (Sans fruit, qui ne porte pas de fruit. Infructueux, qui ne rapporte point de fruit, ni aucune utilité).

Kozh ha difrouezh eo ar wezenn-se.

1850
Daveenn : GON.II pg difrouez, difrouézuz (Cet arbre est vieux et sans fruit).

Un nebeud gouelec’hioù hakr ha difrouezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

Ma savje e spered unan bennak ar youl da lenn al labourioù hon eus meneget, da vont donoc'h er c'hudennoù eget ar re all, hor befe diwezhatoc'h marteze al levenez da welout ur Breizhad o vrudañ e Vro dre wellaat hon anaoudegezh eus ar Bed war ar poentoù-se. Ha neuze ne vije ket difrouezh hol labourig.

1943
Daveenn : TNKN p92

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial