I. (db. an dud)
1. Didruez.
Un den digar ouzh al loened. Digar-bras eo.
[1878] Lavar c’hoazh, mar kerez, / Den diboell ha digar, / Ez eo, war digarez / Kaout madoù an douar, / Am eus bet dinac’het / Da douiñ lealded, / Ha gouzañv poanioù ker kalet.
HS. digalon, kriz.
2. Na gar ket ar re all.
Ur bobl digar e-keñver an estrañjourien. Deuet e oa an dud da vezañ digar.
HS. dihegar.
&
DIGAR OUZH : kriz ouzh.
Digar ouzh ar beorien. E dada oa ken digar outañ ma tec'has diouzh ar gêr.
3. (db. ar strolladoù tud)
N'en em garont ket kenetrezo.
Lakaat unvaniezh er familhoù digar.
II. (db. an traoù)
1. (db. ar boued)
Fall, displijus.
Bara sec'h zo digar.
2. Divlaz.
Digar eo an dour.
3. Dre skeud. (db. an heol)
Yen, kriz.
Un heol disliv ha digar.
Lavar c’hoazh, mar kerez, / Den diboell ha digar, / Ez eo, war digarez / Kaout madoù an douar, / Am eus bet dinac’het / Da douiñ lealded, / Ha gouzañv poanioù ker kalet.
Lavar c’hoaz, mar kerez, / Den diboell ha digar, / Ez eo, var digarez / Kaout madou an douar, / Am beuz bet dinac’het / Da doui lealded, / Ha gouzaon poaniou ker kalet.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.248
digar
1931
Daveenn :
VALL
pg barbare
Ur gaouad digar ha gwall rust / Hor c'hastiz, siwazh ! hag hor fust; / An Ifern, laosket en e roll, / A c'hourdrouz taer hor c'has da goll.
Eur gaouad digar ha gwall rust / Hor c'hastiz, siouaz ! hag hor fust; / An Ifern, laosket en e roll, / A c'hourdrouz têr hor c'has da goll.
1960
Daveenn :
PETO
p26
Lazher laosk, eus an digarañ, / Rak dit ivez neb ' ro bara / Ne fazior da ziskarañ.
Lazer laosk, eus an digara, / Rak dit ivez nep ' ro bara / Ne fazior da ziskara.
1960
Daveenn :
PETO
p40
A-benn ma vezan prest da adkregiñ gant al labour e vez peurvuiañ kalmet an avel, hag e troioù dek eur e vez uhel a-walc'h an heol evit ma santfed ar gor ; ar mor, deut da vezañ sioul en em laka da luiañ dindan an heol blin, disliv ha digar.