A. (db. an dud)
[1927] Den sot, amparfal.
Amboubal ma'z oc'h, c'hoant hoc'h eus da'm lazhañ ! Petra a vad a c'hall un amboubal seurt da hemañ disklêriañ dimp ?
Dre gunuj.
C'hoari am eus ganit, amboubal kozh, met dont a ri koulskoude.
B.
1. Aerouant.
C'hwi a gav gwelloc'h azeuliñ un aneval euzhus, un amboubal.
HS. euzhvil ; sarpant.
2. LENN.
Boud faltazius ha madelezhus, dezhañ galloudoù hud.
Un amboubal zo hanter aneval ha hanter den. An amboubalez, ur vaouez koant-meurbet, a zeu war wel.
HS. arc'houere.