Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Na ziskouez tamm from ebet. Tud digaz dirak an traoù kaer. Bezañ digaz. HS. diseblant. 2. Na ra van eus netra. E ti ur c'houer digaz ez a ar solierad gant ar razhed. [1954] [...] hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas [...]. HS. dibalamour, dibreder, disoursi. 3. Na zegas tamm from ebet (en ub.). Kalz traoù zo digaz evitañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

digaz e-keñver

1732
Daveenn : GReg pg (qui ne fait pas) cas (de)

digasoc'h e-keñver

1732
Daveenn : GReg pg (qui ne fait pas) cas (de)

digasa­ñ e-keñver

1732
Daveenn : GReg pg (qui ne fait pas) cas (de)

digaz eo em c'heñver-me

1732
Daveenn : GReg pg (il ne fait point de) cas (de moi)

digaz

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Indifférent".

Mar en em santez douget d’ar merc’hed mui eget na zere, kemer ar pleg, er bodadegoù, da sellout ez yen ha digaz ouzh kened ar plac’hed yaouank (5).

1924
Daveenn : SKET.II p.32

digaz

1931
Daveenn : VALL pg apathique (insensible)

Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.

1954
Daveenn : VAZA p.124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial