1. Na gemm ket.
Digemm e chom derez gwrez ar bronneged. Digemm e chom ar c'houmoul en oabl hiziv.
2. Yezhad.
Na gemm ket an aridennad lizherennoù zo ouzh e ober.
Digemm e chom ar ger "plac'h" goude ar ger-mell. "Pried" zo digemm, evit a sell ouzh ar reizh. Digemm eo "arvar" evit a denn d'an niver.
3. N'eo ket kemmet.
Digemm out chomet daoust d'an oad.
War donenn c’hlas an enezenn-se e weler eus a bell evel koabrennoù aour en o gourvez difiñv ha digemm. Koadoù skav-gwrac’h eo, a gredfen, o waskediñ ec’hoazlec’h an heol.
War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h (5) eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol (6).