Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

N'eo ket mesket. Ha betek pell en donvor e chome digemmesk dour melen ar stêr. Komz ur brezhoneg digemmesk. HS. digatar, glan, pur.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

digemmesk

1850
Daveenn : GON.II pg digemmesk (Sans mélange. Sans alliage. Sans tache. Pur. Simple. Qui n'est point composé).

N'eo ket digemmesk an ed oc'h eus prenet.

1850
Daveenn : GON.II pg digemmesk (Le blé que vous avez acheté n'est pas sans mélange).

Aour digemmesk en deus gwerzhet din.

1850
Daveenn : GON.II pg digemmesk (Il m'a vendu de l'or pur, sans alliage).

E derou ar rannamzer-se (war-dro 2500) e reer war un dro gant armoù ha binvioù maen ha gant armoù ha binvioù kouevr digemmesk.

1923
Daveenn : SKET p.143-144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Darn anezhañ a zebred pe zigemmesk pe vesket gant laezh ha bleud, hag eus ar pep all e raed mez pe dour-[m]el « a vez graet anezhañ, eme ar sklav, "medus" em yezh evel en hoc’h hini. »

1923
Daveenn : SKET p.47

Hogen, e gwazhied glas Derkeia e rede, peurzigemmesk, kuit a bep saotr, gwad ur ouenn uhel ha kadarn ha doueel

1923
Daveenn : SKET p.105

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ha betek pell en donvor e chome digemmesk an dour melen-se karget a liñvaj.

1985
Daveenn : DGBD p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial