Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kollet e gempouez gantañ. 2. N'eo ket kempouezet. Ur gevredigezh digempouez. 3. Dre skeud. (db. an dud) N'emañ ket e holl skiant gantañ. Un den iskis ha digempouez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Kement-se na oufe be[z]añ : / digompouez an treo[ù] er bed-mañ. / Pe na deu mado[ù] davedomp, / Da c’haout [D'o c'haout], 'lec’h m'emaint, redomp ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ganet omp bet en ur gevredigezh e-lec'h ma'z eo digempouez-bras an darempredoù etre an dud.

2015
Daveenn : DISENT p25

Klask a reer neuze kaout un efed war ar gudenn hec'h-unan : lakaat an dud-se da goll arc'hant pe amzer, lakaat un disemglev [dizemglev] da zispakañ en o zouest, diskar o brud vat, lakaat war-wel doareoù ober hag a zo er-maez [e-maez al] lezenn, rediañ anezhe d'en em zifenn en ur mod digempouez evit diskouez da vat petra eo soñjoù ha doareoù ober an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p115

Setu ar paradoks brudet lakaet war wel gant Noam Chomsky : ken digempouez ha ken direizh eo ar mod m'eo ingalet ar pinvidigezhioù e demokratelezhioù ar marc'had evel en diktatourezhioù.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial