"digenvez" a. g.
Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.
En taol-mañ, en enep, e chom digenvez ar mor en un doare souezhus, ha fiñv ebet tost da vat.
Lavaret em eus dit e oan douget-kenañ d'an digenvez. Met n'eo ket gwir, rak a-hed va buhez, abaoe pevar-ugent vloaz emaon atav gant tud. Morse n'on bet digenvez. Marteze eo en abeg da se em boa c'hoant d'an digenvez.
Enezenn bPask a oa an hini digenvesañ er bed. Hag a zo c'hoazh ya.
Mont a reas Kathrine en-dro d'ar gêrig dre ar vro erc'hek, divent ha digenvez, ha tremen hebiou fjordoù ha menezioù, dre gompezennoù ledan ha torgennoù izel.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
digenvez