Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Mont eus ar gêr. Ne c'hall ket digêrian hep na ve noz. Mall en deus da zigêrian. & Digêriet e oa ar person diouzh e bresbital : deuet e oa ar person eus e bresbital, kuitaet en doa e bresbital evit ur pennad. & (en tu gouzañv) Bezañ digêriet : na en em santout er gêr ken evit abeg pe abeg. 2. Dre ast. Cheñch ti, kuitaat e di da vont da vevañ da lec'h all. Digêriañ a rae da-heul ar vartoloded o ziadoù. DHS. dilojañ, divroañ. II. V.k.e. 1. Ober (da ub.) dont er-maez eus e di e-pad ur pennad bnk. Me zo bet klasket ma digêrian. DHS. dilojañ. 2. Ambroug, e-pad ur pennad hent (ub. zo o vont kuit diouzh ho ti). Aet e oan da zigêrian anezhañ betek traoñ an hent.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial