Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. (db. ploged an evned, h.a.) Mont er-maez eus ar vi. D'ar mare ma tiglor ar poñsined. Lakaat poñsined da ziglorañ. HS. diflukañ, (di)nodiñ. 2. (db. ar frouezh) Mont er-maez eus o c'hlor. Aesoc'h e tiglor ar c'histin pa vezont bet bervet. 3. (db. ar broñs) Dispakañ. Stag eo an delioù da ziglorañ er gwez. B. Dre skeud. 1. Dont d'ar vuhez. Ur vro nevez zo o vont da ziglorañ. 2. (db. santadurioù an dud) Anataat. Bep ma tostae ar c'han e sante ur sklaerder nevez o tiglorañ enni. II. V.k.e. 1. Lemel ar c'hlor (diwar frouezh pe legumaj zo). Eñ a ziglore ar c'histin rous. 2. (db. ar vioù) Lemel ar c'hlor. Poazhit mat ar vioù, diglorit ha troc'hit-int a dammoù. 3. Lakaat da zinodiñ. An heol a ziglor ar vioù struskañval. 4. (db. al legumaj) Peliat. Beterabez a zigloront hag a zebront ez kriz. Hemañ a ziglore re dev an avaloù-douar. HS. dibluskañ.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

digloerañ

1732
Daveenn : GReg pg éclorre (sortir hors de la coque)

lakaat poñsined da zigloerañ

1732
Daveenn : GReg pg (faire) éclorre (des poulets)

digloeriñ

1732
Daveenn : GReg pg eboguer (des châteignes), éclorre (sortir hors de la coque)

diglorañ

1732
Daveenn : GReg pg éclorre (sortir hors de la coque)

digloret

1732
Daveenn : GReg pg éclorre (sortir hors de la coque)

ober diglorañ poñsined

1732
Daveenn : GReg pg (faire) éclorre (des poulets)

digloerañ kistin

1732
Daveenn : GReg pg eboguer (des châteignes)

digloeret

1732
Daveenn : GReg pg eboguer (des châteignes)

digloriñ

1732
Daveenn : GReg pg eboguer (des châteignes), éclorrer (sortir hors de la coque), écosser (ôter les pois &c. de leurs gousses , de leurs écosses)

diglorañ

1850
Daveenn : GON.II pg diglora

digloret

1850
Daveenn : GON.II pg diglora

digloriñ

1850
Daveenn : GON.II pg diglorein

digloret

1850
Daveenn : GON.II pg diglorein

diglorañ

1931
Daveenn : VALL pg (ôter les) bogue(s)

D'an traoñ, ur c'hamarad a ziglore ar c'histin rous.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

O vezañ ma oan bet sañset er skol da zeskiñ brezhoneg, gant Pêr-Yann Nedeleg, an dra-se a veze gwelet hag anavezet, dreist-holl gant Visant Seite, o vezañ ivez memes tra ma oa deuet va brezhoneg da ziglorañ war-bouez lenn hag adlenn Sketla Segobrani hag Istor ar Bed ha Milc'hwid ar serr-noz ha traoù evel-se, e oa deuet va brezhoneg da vezañ brezhoneg Gwalarn.

2007
Daveenn : KASTE p. 155

Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.

2012
Daveenn : DJHMH p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial