Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. an evned) Mont diwar e glud. Hag e tigludas ar c'hannad gwenn. 2. Dre skeud. (db. an dud) Kuitaat al lec'h m'emeur. Diouzhtu m'o dije paket o freizh e tigludent. 3. Pemdez Sevel eus ar gwele. Digludañ a ran war-dro pemp eur. HS. didoullañ. II. V.k.e. 1. (db. an evned) Lakaat da vont diwar e glud. Digludañ ur yar. [1955] Kent na tarzhas ar brezel eildiwezhañ e oa war vegig pep tour er C’hremlin ur pikol erer daoubennek, met pell ’zo eo bet digludet aleshont an evned alaouret-se hag adal ma stag da deñvalaat e lugern bremañ war an daouzek tour ken alies a steredenn ruz ha pep hini anezho brasoc’h c’hoazh eget an erered nijet kuit. 2. Dre skeud. Lakaat (ub.) da guitaat al lec'h m'eo pintet, lemel (udb.) diwar al lec'h m' eo kludet. Mar bije krapet en ur wezenn e vije bet digludet buan. Digludañ ar gwarnizon.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

diglujet

1732
Daveenn : GReg pg dejucher (sortir du juchoir)

diglujiñ

1732
Daveenn : GReg pg dejucher (sortir du juchoir)

digludiñ

1732
Daveenn : GReg pg dejucher (sortir du juchoir)

digludañ

1732
Daveenn : GReg pg dégluer (degager ce qui est englué), dejucher (sortir du juchoir)

digludet

1732
Daveenn : GReg pg dégluer (degager ce qui est englué), dejucher (sortir du juchoir)

diglujañ

1732
Daveenn : GReg pg dejucher (sortir du juchoir)

digludañ

1850
Daveenn : GON.II pg digluda (Déjucher, sortir du juchoir, en parlant de poules, etc.)

digludet

1850
Daveenn : GON.II pg digluda (Déjucher, sortir du juchoir, en parlant de poules, etc. Part.)

N'eo ket c'hoazh digludet ar yer.

1850
Daveenn : GON.II pg digluda (Les poules n'ont pas encore déjuché).

Kent na tarzhas ar brezel eil-diwezhañ [eildiwezhañ] e oa war vegig pep tour er C’hremlin ur pikol erer daoubennek, met pell ’zo eo bet digludet alesont [aleshont] an evned alaouret-se hag adal ma stag da deñvalaat e lugern bremañ war an daouzek tour ken alies a steredenn ruz ha pep hini anezho brasoc’h c’hoazh eget an erered nijet kuit.

1955
Daveenn : VBRU p.57

Ofis publik ar brezhoneg