Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hep koumoul. Digoumoul eo an oabl. HS. digoabr, digoc'henn, dizolo. ES. goloet, koumoulek. 2. Dre skeud. (db. tro-spered an dud) Hep preder, hep glac'har. Digoumoul eo hor c'halonoù. HS. dibreder, seder.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.

1923
Daveenn : SKET p.49

Ouzhpenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarzh an ti, pe e sell eus ur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellies ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeriñ frank dor an ti, evit reiñ digemer ennañ d’an heol. Nemet pa ’z ae hemañ da guzh ne serred ken war an ti.

1923
Daveenn : SKET p.65

An dremmwel a oa digoumoul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial