Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat ub., udb., da vont diwar e hent. Diheñchañ an tremenerezh. En abeg d'al latar e oa bet ret o diheñchañ hag o c'has da lec'h all da zouarañ. & (en tu gouzañv) Diheñchet e voe o bag gant ar wallamzer. 2. Dre skeud. Lakaat ub. da vont diwar an hent mat. An dud o deus darempredet eo o deus o diheñchet. 3. DIHENCHAÑ UB. DIOUZH UDB. : e bellaat, e zistreiñ diouzh an dra-se. Al labour a ziheñchas e spered diouzh e anken. DHS. dizonañ. II. V.g. 1. Mont diwar e hent, koll e hent. Renet e vez hor planedenn gant darvoudoùigoù a laka ar rod da ziheñchañ. 2. Dre skeud. Mont diwar an hent mat. ES. heñchañ. 3. Cheñch hent. Hi a ziheñchas gant aon da vout rediet da gomz ouzhimp.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

dihenchañ

1499
Daveenn : LVBCA p58 (desueer [écarter])

dihenchañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deuoier, fouruoyer

dihenchañ

1732
Daveenn : GReg pg (quitter son) chemin (pour en prendre un autre), cheminer (contre l'attente de son ennemi), (s') écarter (de son chemin), (s') égarer (sur le chemin)

diheñchet

1732
Daveenn : GReg pg (quitter son) chemin (pour en prendre un autre), cheminer (contre l'attente de son ennemi), (s') écarter (de son chemin), (s') égarer (sur le chemin)

disheñchañ

1732
Daveenn : GReg pg (quitter son) chemin (pour en prendre un autre)

disheñchet

1732
Daveenn : GReg pg (quitter son) chemin (pour prendre un autre)

dihentiñ

1732
Daveenn : GReg pg (s') égarer (sur le chemin)

diheñchañ ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (faire) égarer (quelqu'un sur le chemin, le devoyer)

dihenchañ a rejomp a-grenn

1850
Daveenn : GON.II pg dihiñcha

dihentiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diheñtein, dihiñcha

diheñchet

1850
Daveenn : GON.II pg diheñtein

diheñchañ

1850
Daveenn : GON.II pg diheñtein, dihiñcha

dihentañ

1850
Daveenn : GON.II pg dihiñcha

dihenchet

1850
Daveenn : GON.II pg dihiñcha

dihentet

1850
Daveenn : GON.II pg dihiñcha

va dihenchet en deus

1850
Daveenn : GON.II pg dihiñcha

C’hwi ’dlefe goulenn trugarez / Ouc’h an dud hoc’h eus, hep truez, / Er-maez an Iliz diheñchet, / ’Vel ma ra ar bleiz d’an deñved.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Kaoz a vo da ziheñchañ feulster an enebour kuit na gouezhfe war stourmerien dizifenn.

2015
Daveenn : DISENT p111

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial