Lavaret a reer ordinal penaos, ne deus par da zijuniñ ar c'hloer, da lein ar brokulerien, da verenn ar c'homerezed , ha da goan ar varc'hadourien.
Lavaret a rear ordinal penaus, ne deus par da zijuny ar c'hloër, da lein ar broculéryen, da verenn ar c'houmaëresed, ha da goan ar varc'hadouryen.
1732
Daveenn :
GReg
pg (on dit proverbialement :) dejeûné (de clercs, diné de Procureurs, collation de commercs, & soupé de marchands)
Antronoz e kavas dezho o dijuniñ, / Antronoz ha goude, miret a reas outo / Nad ajent da zeskiñ o skiant d'ar re varv.
Antronoz e kavaz d'ezho ho dijuni, / Antronoz ha goude, miret a reaz out-ho / Na d-ajent da zeski ho skiant d'ar re varo.
1867
Daveenn :
MGK
p81
War-dro eizh eur e voe dijuniñ. Un daol a yoa savet e porzh ti-kêr ; kement tra vat a voe kavet e pep ti a voe digaset di : gwin ha gwin-ardant a voe a-forzh, ha, pa savas ar soudarded diouc’h an daol, e oa ker ruz o fenn ha kribell ur c’hilhog.
Var dro eiz heur e oue dijuni. Eun daol a ioa savet e porz ti-kear ; kement tra vad a oue kavet e pep ti a oue digaset di : guin ha guin-ardant a oue a forz, ha, pa zavaz ar zoudarded diouc’h an daol, oa ker ruz ho fenn ha kribell eur c’hillok.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.234-235
dijuniñ
dijúni
1909
Daveenn :
BROU
p. 412 (lein : on dit quelquefois dijúni)
Izabel he deus tommet dezhañ e zijuniñ, siket dezhañ en e sac’h ur skolpennad bara heiz hag un tamm kig-sall.
Izabel he deus tommet d’ean e zijuni, siket d’ean en e zac’h eur skolpennad bara hei hag eun tamm kig-sall.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.121
Hag a vouezh uhel : – « Met, aotrou Cavalier, hag ho tijuniñ ? Pegoulz en kemerit ? »
Hag a vouez uhel : – « Met, Aotrou Cavalier, hag ho tijuni ? Pegoulz hen kemerit ? »
1944
Daveenn :
EURW.1
p80
Kement-mañ a badas un eurvezh, betek eizh eur. Neuze 'oa « dijuniñ ». Kafe laezh ha bara gwenn.
Kement-mañ a badas eun eurvez, betek eiz eur. Neuze 'oa « dijuni ». Kafe laez ha bara gwenn.