Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. al liñvennoù) Gouelezenniñ. Lezel ar sistr da zilaviñ. An dour zo bet o tilaviñ. & (impl. en e furm av.) Poulloù-dilaviñ : lec'h ma lezer an dour bet degaset eus ur virlenn da ouelezenniñ. 2. (db. ar c'haledoù) Diforc'hiñ diouzh an dour zo enno en ur sec'hañ. Ar mor a laosk an holen da zilaviñ. II. V.k.e. Dilaviñ laezh : diforc'hiñ al laezh-tev diouzh al laezh-glas en ur fennañ hemañ diwezhañ er-maez eus ar pod.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.

1960
Daveenn : PETO p40

Etimologiezh

Termen savet gant ar rakger di-, an dibenn-verb -iñ lakaet etrezo an termen henvrezhoneg "loe" moarvat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial