Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. (db. ar marc'hadourezhioù) Tennañ traezoù, danvezioù eus ur vag, eus un nijerez. Dilestrañ marc'hadourezh war ar c'hae. HS. diskargañ. II. V.g. (db. an dud) Diskenn eus ur vag, eus un nijerez war an douar. Brezhoned Breizh-Veur a zilestras en Arvorig. Dilestrañ a rejont e Kastell-Bougon (aerborzh Naoned). DHS. douarañ. ES. lestrañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

dilestrañ

1850
Daveenn : GON.II pg diléstra (Débarquer, désembarquer, tirer hors d'un vaisseau).

dilestret

1850
Daveenn : GON.II pg diléstra (Débarquer, désembarquer, tirer hors d'un vaisseau. Part.)

Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirak un enezenn e-kreiz an aven ; dilestrañ enni kement a oa e-barzh ganto a rejont, enaouiñ tan ha stlejañ o listri war ar sec’h da sellout ouzh ar c’horf anezho ha d’ober un aozañ dezho diouzh ma vije ret.

1923
Daveenn : SKET p.98

Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.

1923
Daveenn : SKET p.102

dilestrañ

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Débarquer".

Lestrañ ha dilestrañ ar marc'hadourezh a zeu neuze da vezañ ur gudenn.

1985
Daveenn : DGBD p19

Deuet e vefe gant unan eus bigi an Hurtigruten, ha dilestret en un taol imor he feurmet ur gambr

2023
Daveenn : DREAM p. 17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial