Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1904, 1931, 1943, 1985] Unan eus kevanderioù ar bed lec'hiet etre ar meurvor Habask hag ar meurvor atlantel, hag etre ar meurvor Arktika en hanternoz hag ar C'hab Horn er c'hreistez. [1985] An darn vrasañ eus ar rann-se eus Afrika a zo dindani ar vro anvet Liberia, ur vro bet savet gant sklaved digabestret bet degaset eus an Amerik, dindan gwarez ar Stadoù Unanet. & [1943] Amerika an Hanternoz, [1904] Amerik ag ar C'hreiznoz : lodenn eus Amerika en Norzh d'ar c'hevandir. [1943] Ne gaver ket avat kement-se a skornidigezhioù dre-holl (3 en Alamagn an Hanternoz, 4 pe 5 en Amerika an Hanternoz), ha n'emañ ket an holl a-unvan war ar poent-se. & [1904] Amerik ag ar c'hreisteiz 2. Stn [1931] A denn d'ar vuhez en Amerika pe da perzhioù zo dibar d'ar c'hevandir-se. [1931] Gourglazard-Amerika.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Amerik

1904
Daveenn : DBFV pg. Amérik

Amerik ag ar c'hreisteiz

1904
Daveenn : DBFV pg. Amérik (Amérique du sud)

Amerik ag ar c'hreiznoz

1904
Daveenn : DBFV pg. Amérik (Amérique du Nord)

Hemañ en devoa graet (pet gwech !) tro ar bed ; henhont a oa bet o vrezeliñ en Indez ; ar glazard-mañ, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri bloaz, er galeoù, gant ar Saozon, hag an hini tostañ dezhañ a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Ya, muioc'h a fouge a yoa ennon en dervezh-se eget m'o defe graet din ar c'homzoù-mañ : "Un eontr koz eus an Amerika ez gwra pinvidik a vil skoed leve".

1929
Daveenn : SVBV p.13

an Amerik

1931
Daveenn : VALL pg Amérique

gourglazard-Amerika

1931
Daveenn : VALL pg alligator

Amerika

1931
Daveenn : VALL pg Amérique (sans art.)

Ne gaver ket avat kement-se a skornidigezhioù dre-holl (3 en Alamagn an Hanternoz, 4 pe 5 en Amerika an Hanternoz), ha n'emañ ket an holl a-unvan war ar poent-se.

1943
Daveenn : TNKN p35

Me 'zo ganet en Amerika, er Stadoù-Unanet, a ouenn skosat Rumm Mac Kay.

1944
Daveenn : EURW.1 p.159

Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik.

1944
Daveenn : ATST p.44

An darn vrasañ eus ar rann-se eus Afrika a zo dindani ar vro anvet Liberia, ur vro bet savet gant sklaved digabestret bet degaset eus an Amerik, dindan gwarez ar Stadoù Unanet.

1985
Daveenn : DGBD p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial