Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lemel ul liamm bnk. (diwar ub., udb.). Diliammet e voent. DHS. dieren, dizeren. 2. (db. ar skoulmoù) Dizober. Ar skoulm-se ne vo ket diliammet gant an dent. HS. diskoulmañ. 3. Dre skeud. Tennañ (ub.) diouzh dalc'h (udb.). Diliammañ tud eus a-dre daouarn an droukspered. Gallout a ran da ziliammañ diouzh ar promesaoù-se. HS. dieubiñ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

diliamm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg delier, deslier

diliammañ

1732
Daveenn : GReg pg delier (defaire le lien, ou le neud d'une chose liée)

diliammet

1732
Daveenn : GReg pg delier (defaire le lien, ou le neud d'une chose liée)

diliammañ

1850
Daveenn : GON.II pg diliamma (Délier, délacer, défaire un lien, un lacet).

diliammet

1850
Daveenn : GON.II pg diliamma

Roet e vez, a-dra-sur, d'an neb en deus an enor da sevel betek ar Velegiezh, plas an Aotrou Krist, end-eeun, war an douar, hag ar galloud zoken da liammañ ha da ziliammañ ar pec'hedoù.

1949
Daveenn : SIZH p.61

Diliammañ a reont ar person diouzh brec'h Pêr an Hir.

1960
Daveenn : PETO p50

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial