DISPRED.
I.
G.
1. Pezh moneiz, dister pe zisteroc'h e dalvoudegezh.
Un diner ? Pevar anezho a rae ur gwenneg. Ar re gozh a gonte dre ziner, gwenneg, real, lur ha skoed.
&
(en Henamzer)
Diner, diner roman : pezh moneiz implijet e henamzer Roma.
An tregont diner a voe ar priz eus a werzhidigezh Hor Salver.
2. Kementad dister-kenañ a arc'hant.
Bep bloaz e kasent dezho, hep delc'her diner, kement gwenneg a c'hounezent. Nag ur banne gwin fall, nag un diner toull.
&
Dre skeud.
Tud na istimer ket un diner : tud na istimer tamm ebet.
II.
(e troiennoù)
1. An dineroù boutin : leveoù ur vro.
2. Diner sant Pêr : sammad arc'hant profet d'ar pab bep bloaz gant katoliked.
&
Diner an Iliz, diner ar veleien : prof, arc'hant prl., graet bep bloaz d'ar person evit pourvezañ da ezhommoù ar barrez.
E greun e veze paeet diner an Iliz.
&
Diner ar paour : aluzen.
&
(e prennadennoù, kevratoù, marc'hadoù)
Diner Doue, diner arrez : arrez.
Reiñ diner Doue.
&
Diner ar chañs : aluzen a reer gant ar spi kaout chañs.
Daveenn :
GReg
pg (un) denier (valoit deux mailles)
ur pezh a zek diner
ur pez a zec diner
1732
Daveenn :
GReg
pg carolus (monnoye sous Charles VIII. qui valoit dix deniers)
ar c'hantvet diner
ar c'hantved dinér
1732
Daveenn :
GReg
pg (le) centième (denier)
diner
dinér
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (dousième partie d'un sou)
dineroù
dinérou
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (dousième partie d'un sou)
dinered
dinéred
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (dousième partie d'un sou)
An tregont diner, pere a voe ar priz eus a werzhidigezh hon Salver, a dalveze neuze en hon moneiz-ni, ur real warn-ugent, war a lavar Bude; pemp skoed, hervez an Tad Annad; pemzek skoed ha pevar real, eme an aotrou Maze.
An tregont diner, pere a vouë ar priz eus a verzidiguez hon Salver, a dalyé neuse èn hon mouneyz-ny, ur real varnugent, var a lavar Budee; pemp scoëd, hervez an tad Annad; pemzecq scoëd ha pévar real, eme an autrou Macé.
1732
Daveenn :
GReg
pg (les trentes) deniers (du prix de notre Sauveur, valoient cinq livres cinq, selon Budée, quinze livres, selon le Pere Annat: quarante six livres, selon Monsieur Macé)
diner an asinasion
diner an açzinacion
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (d'aires)
diner an asinasion
diner an açzinacion
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (d'aires)
diner Doue
Dinér-douë
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (à Dieu)
diner da c'hounit
diner da c'hounid
1732
Daveenn :
GReg
pg denier (à Dieu)
un dousenn dineroù
un douçzenn dinerou
1732
Daveenn :
GReg
pg douzain (blanc, fou)
gwerzhañ ouzh an uhelañ diner, an uhelañ priz
guërza ouc'h an uhelâ diner, an uhélâ priz
1732
Daveenn :
GReg
pg (mettre quelque chose à l') enchere (la vendre au plus haut prix)
dinerioù
dineriou
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg diner
Un diner a dalveze daou vell.
eunn diner a dalié daou vell
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg diner (Un denier valait deux mailles).
diner
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg diner (Denier, ancienne monnaie de France valant la douzième partie d'un sou et la troisième d'un liard).
An eil hag egile, 'vit gounit un diner, / A gollo kalz amzer, / A livo kalz gevier / Hag a yelo d'ar gêr / Graet o labour, ha skuizh, da gousket dibreder.
Ann eil hag egile, 'vit gounid eunn diner, / A gollo kalz amzer, / A livo kalz gevier / Hag a ielo d'ar ger / Great ho labour, ha skuiz, da gousket dibreder.
1867
Daveenn :
MGK
p87
Evit o c'has en-dro, kentañ ha ma c'hellimp, / Ni, tud vat, Kristenien, dezho petra a roimp ? / Diner merglet, peñsel, askorn pe vara louet, / Traoù ne brizfe kozh chas c'hwesha evit o boued.
Evit ho c'has enn dro, kenta ha ma c'hellimp, / Ni, tud vad, kristenien, d'ezho petra a roimp ? / Diner merglet, pensel, askorn pe vara louet, / Traou ne brizfe koz-chas c'houesa evit ho boued.
1867
Daveenn :
MGK
p119-120
« Kêr-Razh a voa kelc'het ; hep gwenneg na diner / Voa bet ret dezho mont, ker bras voa an dienez. »
» Ker-Raz a voa kelc'het ; hep gwennek na diner / » Voa bet red d'ezho mont, ker braz voa ann dienez.
1867
Daveenn :
MGK
p117
Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’e Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.
Rak petra e diviche-hi aoun ? Petra e doa-hi da goll ? Ne doa ket eun diner toull var he hano, hag, evel a lavare d’he amezeien, guelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget beva var an douar er baourentez en eur stleja he gar gamm var he lerc’h dre ma’z ea.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.194
Ha neuze, ti va c’homper Herve a yoa un tiegezh a zoujañs Doue ; dre-se en doa daou vevel eus ar re wellañ, Yon an Deniel ha Goulc’hen Abolier ; ar re-mañ am anaveze mat, ha me a rae stad anezho ivez, abalamour ma’z oant mat e-keñver o zud, rak bep bloaz e kasent dezho, hep derc’hel diner, kement gwenneg a c’hounezent e ti Herve Soutre.
Ha neuze, ti va c’houmper Herve a ioa eun tiegez a zoujanz Doue ; dre-ze en doa daou vevel euz ar re vella, Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier ; ar re-man am anaveze mad, ha me a rea stad anezho ive, abalamour ma’z oant mad e kenver ho zud, rak beb bloaz e kasent d’ezho, heb derc’hel diner, kement guennek a c’hounezent e ti Herve Soutre.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.36
Petra he deus-hi testamantet ? Pemp gwenneien [sic] d'ar veleien ha dinered d'ar gureded
Petra deus-hi testamantet? Pemp guennein [sic] d'ar veleien ha dinered d'ar guredet
1909
Daveenn :
BROU
p. 226
diner
dínèr
1909
Daveenn :
BROU
p. 226
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
diner ar paour
1931
Daveenn :
VALL
pg aumône
Notennoù studi
Ouzhpennet e oa bet gant Kervarker e GON.II e vez kavet ar ger-mañ e geriaoueg vrezhonek an IXvet kantved.