1. Na noaz ket, na ra gaou da zen ebet.
Loened dinoaz.
ES. noazus.
2. N'eo ket gwall zrouk.
Ul loen dinoaz a-walc'h.
&
Trl. kv.
Dinoaz evel un oan : dinoaz-tre.
Daveenn :
GON.II
pg dinoaz (C'est une plante innocente).
dinoaz
1850
Daveenn :
GON.II
pg dinoaz (Innocent, qui n'est point nuisible).
Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.
Anat d’ezan diwar ze ez oa spezou, nemet ez oant spezou dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeri emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skora kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.
1923
Daveenn :
SKET
p.115
Gant o aon e voe darbet d’an div blac’h gervel o c’hoar ; ar gwall viled, avat, a bellaas dinoaz dezho.
Gand o aon e voe darbet d’an diou blac’h gervel o c’hoar ; ar gwall-viled, avat, a bellaas dinoaz d’ezo.
Hag ar vuoc’h hag an deñved, pennabeg d’e binijenn, a oa, du-hont, o peuriñ evel pevar anevalig dinamm ha dinoaz.
Hag ar vioc’h hag an denved, penn-abeg d’e binijenn, a oa, du-hont, o peuri evel pevar anevalig dinamm ha dinoaz.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz eur fun en-dro da drôell eur puñs, war-c'hed eur preiz, ha, dre zrougeur, eul loenig dinoaz en em gavas da dremen ebiou d'ezi
1929
Daveenn :
SVBV
p.19
dinoaz
1931
Daveenn :
VALL
pg animal (paisible, innofensif)
Miz Eost a dremenas o tiskuizhañ e-kreiz ma maezioù dudius, poblet gant tud dinoaz ha tost d'an natur gozh.
Miz Eost a dremenas o tiskuiza e-kreiz ma maeziou dudius, poblet gant tud dinoaz ha tost d'an natur goz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.157
Met, e-lec'h stourm 'vel gwir wazed, / Ar c'hozh gamached kriz ha yud / A lazh merc'hed ha re c'hloazet, / Ar re zinoasañ eus hon tud.
Met, e-lec'h stourm 'vel gwir wazed, / Ar c'hoz gamached kriz ha yud / A laz merc'hed ha re c'hloazet, / Ar re zinoasa eus hon tud.
1960
Daveenn :
PETO
p61
Na lazhit ket an den gloazet / Pa'z eo dinoaz bremañ, gwazed !
Na lazit ket an den gloazet / Pa'z eo dinoaz bremañ, gwazed !