Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. an evned) Diglorañ. A-benn ur sizhun e tinodo al laboused. 2. (db. ar bleuñv) Digeriñ. 3. Dre skeud. Genel. En o empenn e oa dinodet ur mennozh kaer. HS. diwanañ. II. V.k.e. 1. (db. al loened) Diouennañ. Dinodiñ an holl jiboez. An astuz a vez diaes da zinodiñ. 2. Pemdez, dre fent (db. an dud) Dinodiñ ub. eus ul lec'h bnk. : ober dezhañ koll ar boaz da hentiñ al lec'h-se dre reiñ ur gentel dezhañ. Me a zinodo ac'hanoc'h alese ! DHS. dizonañ. 3. Dre skeud. (db. an traoù) Krouiñ. Dinodiñ gwerzioù. DHS. genel.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !

1960
Daveenn : PETO p64

Tra souezhus, n'eus nemet mont kant metr e diabarzh ar c'hoad, ha ne vo gwelet liv ebet anezho ken ; ne blij ket kaer ar sklerijenn d'ar c'helien-se, hag en deñvalijenn etre gwrizioù ar paletuvez eo e kavont bod, ha mat e rank bezañ an dour sall evit o lakaat da zinodiñ.

1985
Daveenn : DGBD p59

Gwech ha gwech all e chome a-sav da dennañ laouen hec'h anal ha da gaout plijadur o sellout ouzh arvest ar vuhez o tihuniñ en-dro hag ouzh broñsoù ar gwez o tinodiñ.

2012
Daveenn : ADULT p. 201

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial