I.
Na vez ket mui bronnet.
Ur bugel dizonet ne vez ket mui lakaet war ar vronn.
[1954] E-keit ma'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou da gastell Koatriou.
II.
Dre skeud.
1. Dic'hoantaet.
Bezañ dizonet diouzh ar gêr vras.
Sur on ez oc'h dizonet diouzh ar mor, er wech-mañ. Pell zo on dizonet diouzh plijadurioù zo.
[1867] Dizonet diouzh mont kuit[,] d'e gouldri a zistroas.
2. Forc'het.
Re alies on bet dizonet diouzh ar c'hig fresk.
3. Trl.
Na vezañ dizonet mat a-walc'h : bezañ chomet bugel un tamm.
&
Trl. skeud.
Ul leue hanter dizonet : un den na blij ket re dezhañ daremprediñ ar re all.
En hemañ eo ez on bet ganet, en henhont bet dizonet, hag en egile va zud am zesavas hag am diorroas.
En hemañ eo ez oun bet ganet, en enhont bet dizounet, hag en egile va zud am zesavas hag am diorrôas.
1929
Daveenn :
SVBV
p.17
E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.
1954
Daveenn :
VAZA
p.12
Dizonet gant troiad Dakar, n'em boa ket nemeur a c'hoant da vont da straniñ da glask lakaat va zreid en douar.