Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Ezvezañs a urzh. 2. Stad udb. n'emañ ket en urzh. En dizurzh e oa pep tra en ti. 3. Diouer a vuhezegezh, a zoujañs ouzh reolennoù ar gevredigezh. Tamall a reas dezho dizurzh o buhez. DHS. direizhder. II. B. (en e furm lies prl.) 1. Trubuilh, reuz en ur gevredigezh. An dizurzhioù a lakaas ar gouarnamant da blegañ. Kalz eus an dizurzhioù a weled er c'hêrioù bras a darzhe diwar re holl a baourentez. ES. urzh. 2. Dre zismeg Doare bevañ diroll. E-kreiz an dizurzhioù e oa e emzalc'h ur skouer evit an holl. En em reiñ a reas d'an holl dizurzhioù.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

dizurzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desordre [pennger merket 2 wezh]

dizurzhioù

1732
Daveenn : GReg pg abus, desordre

dizurzh

1732
Daveenn : GReg pg abus, bouleversement (renversement), combustion (désordre), confusion (embroüillement, desordre), debandade, desarroi, desordre, fracas (rupture avec grand bruit)

dizurzhoù

1732
Daveenn : GReg pg bouleversement (renversement), desordre

dizurzhoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dizurs, dizurz (Désordre. Dérangement. Déréglement. Pl.)

dizurzh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dizurs, dizurz (Désordre. Dérangement. Déréglement).

dizurzh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dizurs, dizurz (Désordre. Dérangement. Déréglement).

dizurzhioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dizurs, dizurz (Désordre. Dérangement. Déréglement. Pl.)

An Aotrou Karo, evitañ da vezañ kemeret karg digant ar republikaned, n’oa ket evelato evit an dispac’h hag an dizurzh ; c’hoant sevel dreist ar re all ha destum madoù, marteze en doa, mes n’en doa ket a c’hoant, avat, da goll e ene.

1878
Daveenn : EKG.II p.186-187

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Daveenn : SKET p.66

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial