Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eus tamm arvar ebet war e wirvoud, e wirionez. HS. asur, diarvar, sur. 2. Zo e surentez. Er vro-se e viot diogel e pep lec'h. & (db. al lec'hioù) A vezer e surentez ennañ. Un ti diogel.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

diogel

1499
Daveenn : LVBCA p59 (seur)

diogel

1499
Daveenn : LVBCA p59 ('sûr')

diogel

1732
Daveenn : GReg pg assuré (sur)

Askre c'hlan diogel e berc'henn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg askré (Celui qui a la conscience pure est sans crainte ; à la lettre : consience pure sans crainte, son propriétaire).

diogel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diogel (Sans crainte), diougel

diogel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diogel (Sans crainte), diougel (Certain. Sûr. En sûreté. Fermé. Stable).

kredenn diogel

1931
Daveenn : VALL pg assurance

diogel

1931
Daveenn : VALL pg assuré

Sin ha diogel e oa ar « patio », en abardaez, e-giz ur baradozig.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Adsavet 'vo pevar-ugent metrad kleuz 'barzh plas ur vur, evit dispartiañ ur wenojenn (da vont diogel war droad d'ar skol, d'an ti-kêr, d'ar vered...) deus an hent.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Ur siminal ez eus ivez, o tivogediñ peurliesañ ; emichañs e vez un den o vevañ aze. Ha koulskoude n'eo ket diogel, o vezañ m'eo ken stok ar savadurioù an eil ouzh egile

2012
Daveenn : DJHMH p16

Notennoù studi

Ouzhpennet e oa bet gant Kervarker e GON.II e vez kavet ar ger "diogel" (skrivet e mod-se) e geriaoueg vrezhonek an IXvet kantved hag e hini Lagadeg (XVvet kantved). Lenn a reer e GON.II n'en doa kavet Ar Gonideg ar ger "diougel" nemet e geriadur Davies.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial