Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberiadur stummañ, desevel, diorren spered (ub.). Setu perak e raent kement a stad eus ar c'horoll e diorroadur o bugale. An den-se en deus bet diorroadur vat. DHS. deskadurezh, stummadur. 2. Kresk naturel ur benvegad. Diorroadur ar c'horf. 3. Armerzh Gwellaennoù armerzhel padus. Hent serzh an diorroadur. Diorroadur ar gounezvouederezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

diorroadur

1732
Daveenn : GReg pg éducation (le soin qu'on a d'élever, & d'instruire un enfant)

hep diorroadur vat

1732
Daveenn : GReg pg (qui n'a point d') éducation

un den yaouank en deus bet diorroadur vat, deskadurezh vat, magadurezh vat, kelennadurezh vat

1732
Daveenn : GReg pg (un homme bien) elevé

diorroadur

1850
Daveenn : GON.II pg diorroadur (Action de cultiver, d'élever des plantes, etc. Education. Instruction).

Ne lavaran ket ar c'hontrol met roet em eus labour da dud a-leizh, prenet em eus dafar hag ijinennoù a-vernioù, ar re am eus gwerzhet dezhe an tiez a rae amprestoù, ar bankoù o deus gounezet arc'hant. An dra-se a reer diorroadur anezhañ, ma faotr.

2015
Daveenn : EHPEA p176

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial