Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. obererezhioù an dud) Diboell. Lavaret traoù diot. 2. (db. an dud) Nammet e spered. Na welit ket-hu o bugale o tont war an douar mut ha diot ? & Dre ast. Sot. N'eo ket ken diot ha ma krede din. Ret eo bezañ diot ! 3. (kreñvaet gant un ag. impl. da adv. pouez.) Diot-naet, diot-nay, diot-ran : diot-tre.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

diot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg niais

diot

1732
Daveenn : GReg pg fat (qui ne dit que des fadaises)

ebat diot

1732
Daveenn : GReg pg badinage (divertissement peu serieux)

tud diot

1732
Daveenn : GReg pg badin (sot, ridicule)

diot

1850
Daveenn : GON.II pg diod, diot, sôt, sôd

diot

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dizanvez

diot

1850
Daveenn : GON.II pg diod, diot, louad

N'eo ket ken diot ha ma en deus doare da vezañ.

1850
Daveenn : GON.II pg diod ou diot (Il n'est pas aussi idiot qu'il en a l'air).

E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.

1867
Daveenn : MGK p88

— « Neuze, gwellañ rafes eo bezañ diod, diskiant ; / Dre 'n hent-se, kalz a dud o deus brud hag arc'hant. »

1867
Daveenn : MGK p144

— « Ne ve yac'h va spered, / Ma lezfen tud ken diot da zont da'm darempred. »

1867
Daveenn : MGK p56

— « Da vamm, ur yar ? Diot out avat, / Eus a vi yar ne deu ket houad. »

1867
Daveenn : MGK p135

Mar o doa skiant kanfarded Loull ar Bouc’h, ar re a ziwalle ar veleien vat n’oant ket diot kennebeut.

1877
Daveenn : EKG.I. p.88

Eo, klevet a reomp kanañ. Nag eo sot tud ar vro-mañ ; nag e tlefent trugarekaat ac’hanomp-ni da vezañ deuet en o bro da dennañ eus o fenn sorc’hennoù ken diot !

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

Per ha me, evel daou zen diot, a chome mut da sellet an eil ouc’h egile.

1877
Daveenn : EKG.I. p.81

— Ya, gwir a leverez ; mes tud ar vro-mañ n’int ket bet diotoc’h eget ar re all. Evidon-me, a gav din o deus zoken betek re a skiant.

1878
Daveenn : EKG.II p.127

— Daoust ha piv, eme ar soudarded, a yafe da guzhet e-kreiz an dour ? Diot eo tud ar vro-mañ, evit gwir, mes n’int ket diskiant a-walc’h evelato evit ober traoù evel-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.25-26

— Ne ouien ket e oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kabitened ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.63

Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Gwelet mat en deus bet anezhañ, sklaer al loar evel an deiz ; n’ouzon ket penaos n’eo ket bet diodet ar paotr. — Oh ! diot eo a bell zo, eme Jarlig kozh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Diot-nay eo deut da vezañ gant an aele-se…

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

diot

1931
Daveenn : VALL pg bête

— « C’hwi a zo diot ivez, Job, o klask un alc’houez en istribilh ouzh ur boentenn plantet war weled. Alc’houezioù an armili a vez kuzhet ouzh daoulagad an dud. »

1944
Daveenn : ATST p.33

"Kas a reont ar merc'hedigoù diot-se na ouzont netra, a gav gwarzhoù e pep lec'h hag a gred dezhe e sav an heol en o revr," a lavar din.

2015
Daveenn : EHPEA p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial