Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. [1985] Kas da get ur ouenn dud, loened pe blant. Diouennañ e logod. Deuet eo a-benn d'o diouennañ. Askol don o gwrizioù, diaes da ziouennañ. DHS. distrujañ, lazhañ. 2. Dre skeud. Kas da netra. Diouennañ ar pec'hed eus e galon.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Nemetos a drec’has ar Skaled e triwec’h emgann ; o diouennañ a reas, pe o argas diouzh an holl rannoù-tir dalc’het gantañ.

1923
Daveenn : SKET p.126

diouennañ

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Exterminer une race".

Ar pezh a zo c'hoarvezet neuze eo ez eo aet an niver anezho kement war greskiñ ma 'z int deut da vezañ un abeg muioc'h a ziaester bevañ evit an dud a zo dre eno hag a vije laouen e vent diouennet a-grenn.

1985
Daveenn : DGBD p157

Dre forzh glebiañ leur an ti, avat, ha dre ma ne blije ket dezho an amzervezh c'hlav a oa krog, e teujod buan a-benn d'o diouennañ.

1985
Daveenn : DGBD p194

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial