Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Pezh zo kemennet gant un diouganer evel un darvoud da c'hoarvezout. Diouganoù Marzhin. Ul levr diouganoù. An diouganoù en em gavo gwir hep dale. & Donezon an diouganoù : unan eus an donezonoù roet gant Doue d'e feizidi. & (en Testamant kozh) Douar an Diougan : tiriad Kanaan prometet d'an Hebraiz gant Doue. 2. Dre ast. Pezh a c'hall, a zle c'hoarvezout. Ne oa diougan gounid ebet, ken evit al labourerien, ken evit ar gouarnamantoù. 3. (db. anadennoù, darvoudoù, seblantoù zo) Pezh a gemenn un darvoud da zont. O vezañ gwelet tri fallenn-kañv o nijal dreist ti ar person e soñjas e oa an dra-se diougan ur gwallzarvoud bennak. & (impl. da anv hollek ; db. an amzer) Diougan avel, glav, amzer vrav, h.a., zo (en amzer, gant, war an amzer) : tres an oabl, anadennoù zo, a gemenn e vo avel, glav, e vo brav an amzer, h.a., a-barzh pell. DHS. arouez, feson, seblant. II. H.g. KOZH Promesa. Bez' ez eus diougan a briedelezh.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

diougan

1499
Daveenn : LVBCA p59 (promesse)

Ur gwall ziougan eo.

1850
Daveenn : GON.II pg diougan (C'est un mauvais pronostic).

diougan

1850
Daveenn : GON.II pg diougan (Prédiction. Prophétie. Pronostic. Présage), diouganérez, diougani

diouganoù

1850
Daveenn : GON.II pg diougan (Prédiction. Prophétie. Pronostic. Présage. Pl.)

Gant e ziouganoù e spont an holl.

1850
Daveenn : GON.II pg diougan (Il épouvante tout le monde par ses prédictions)

Bezañ ez eus diougan a briedelezh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diougan (Il y a promesse de mariage).

diogan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diougan

Diouganoù a zo diwar-benn da zaou vugel, dezho en o gwazhied gwad ramzed an Noz.

1923
Daveenn : SKET p.37

Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

diougan evn

1931
Daveenn : VALL pg auspice

diougan avel a zo

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) apparence (de vent ; à venir)

diougan evned

1931
Daveenn : VALL pg auspice

diougan glav a zo

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) apparence (de pluie ; à venir)

Eur gwall-ziougan eo kement-se Da gristenien geiz[h] ar barrez. Rak, o kerz[h]out gant an hent-se, D'an Nasion ' roio arrez.

1960
Daveenn : PETO p22

Klask a rae enebiñ, met sammet e oa e spered gant diougan un drouziwezh didec'hus.

2012
Daveenn : DJHMH p.62

A-hed an hent da vont d'ar gêr en em zebran evit gouzout ha dav eo din embann ar c'heloù mat da Adrianí pe, da nebeutañ, ez eus diougan keloù mat.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Lavaret e vo din c'hoazh gant ar maodiern hag ar pennrenner e skoan mat gant ma diouganoù met ez on divarrek da herzel an hini kablus.

2015
Daveenn : EHPEA p306

Notennoù studi

Ar stumm "darogan" a hañval bezañ ur stumm adsavet gant Kervarkêr.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial