Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket reoliek. Urzhioù direol. 2. (db. an dud) Na heuilh reolenn ebet, na suj ouzh lezenn ebet. Bugale direol. HS. disent, disuj. 3. (db. emzalc'h, lavaroù an dud) A ya a-enep ar vuhezegezh vat. Ur vuhez direol. HS. direizh, diroll. & Dre ast. (db. an dud) Re a virvilh ennañ. Un den direol ouzh taol.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

direol

1732
Daveenn : GReg pg dereglé (non reglé)

ur youl direizh, direol

1732
Daveenn : GReg pg envie (de femme grosse)

ur vuhez dizordren, direizh, direol, direoliet

1732
Daveenn : GReg pg (une vie) dereglée

direol

1850
Daveenn : GON.II pg diréol, diroll

Ar veleien a-bezh en em savas a-enep urzhoù ken direol : kuitaat a rejont o farrezioù evel m’her lavarin deoc’h bremaik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.4

direol

1909
Daveenn : BROU p. 226 (ne se dit que de celui qui mange ou boit avec excès), p. 414

direol

1931
Daveenn : VALL pg anormal

Ya, emezi, edo Mr Hyde o chom aze, met n'edo ket er gêr; deut e oa en noz-mañ avat, diwezhat-tre, hogen aet e oa kuit a-boan un eurvezh goude : ne oa netra iskis e se, direol-tre e oa boazioù an den, hag ezvezant e veze alies

2012
Daveenn : DJHMH p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial