Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. Lakaat urzh e traoù rouestlet. Dirouestlañ linennoù pa vezont rouestlet. Dirouestlañ he blev. & Trl. skeud. Dirouestlañ e neud : ober war-dro e draoù e-unan. Poent eo, sur, d'ar Vretoned dirouestlañ o neud. & Reiñ neud da zirouestlañ da ub. : ober diaezamantoù dezhañ ; klask mirout outañ a gas e draoù da benn. B. Dre skeud. 1. Kavout penn d'ur gudenn. Ur gudenn diaes da zirouestlañ a oa kouezhet etre e zaouarn. Ur gudenn e oa honnezh, ha krib ebet dezhañ d'he dirouestlañ. 2. Dirouestlañ e goustiañs : lakaat urzh enni. II. V. em. Dre skeud. EN EM ZIROUESTLAÑ : en em dennañ. Nerzh d'an ene d'en em zirouestlañ a-douez liammoù buhez ar bed. HS. diluziañ.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

dirouestañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg depestrer, desempestrer

dirouestañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diroesta

dirouestrañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg debrouiller

dirouestlet

1732
Daveenn : GReg pg debrouiller

direustlañ

1732
Daveenn : GReg pg debrouiller

reiñ neud da zireustlañ da ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (tailleur[sic] des) crouppieres (à quelqu'un, lui donner de l'exercice)

dirouestlet

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla

diaes int da zirouestlañ

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla

dirouestlañ

1850
Daveenn : GON.II pg diluzia, diluia, direustla, diroestla, dirouestla

direustlañ

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla, direustla

dirouestlañ

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla

dirouestlet

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla

dirouestlet

1850
Daveenn : GON.II pg diroestla, dirouestla

direustrañ

1909
Daveenn : BROU p. 226 (débrouiller)

Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ.

1943
Daveenn : TNKN p8

- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Ur gudenn gwall luziet da zirouestlañ adarre : diouzh un tu, ar penn-kêr o tamall ; diouzh an tu all re damallet hag a nac'he bezañ kroget en houad ebet, anat eo.

1985
Daveenn : DGBD p136

Ne varner ket anezho : an holl ac'hanomp hon eus da zirouestlañ kudennoù boutin, an eil re asambles gant ar re all.

2015
Daveenn : DISENT p107

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial