1. (db. an dud hag o obererezhioù)
N'eo ket leal.
Ar merer disleal. Brezel disleal.
[1878] Mes perak, va Doue, / Klaskout en em wennañ, / Dirak tud didruez, / Tud an dislealañ, / Heretiked direizh, / A zismantr gant drougiezh / An Iliz hag ar gristeniezh.
2. Direizh, dizonest.
Kavout a reas disleal ar varnedigezh.
3. (db. an amourouzien hag ar priedoù)
A zarempred ub. ha n'eo ket amourouz pe bried dezhañ.
Biken ne vin ur wreg disleal.
HS. avoultr, difeal, ganas, treitour, trubard.
Mes n’on ket evit chom e karg da ober an traoù diskiant, disleal ha disakret gourc’hemennet gant ar Republik.
Mez n’oun ket evit chom e karg da ober an traou diskiant, disleal ha dizakret gourc’hemennet gant ar Republik.
1878
Référence :
EKG.II
p.65
Mes perak, va Doue, / Klaskout en em wennañ, / Dirak tud didruez, / Tud an dislealañ, / Heretiked direizh, / A zismantr gant drougiezh / An Iliz hag ar gristeniezh.
Mez perak, va Doue, / Klaskout en em venna, / Dirak tud didrue, / Tud an disleala, / Heretiket direiz, / A zismantr gand drougiez / An Iliz hag ar gristeniez.
1878
Référence :
EKG.II
p.248
Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...
Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouz ho kêriou, war ar mêz, / ' Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzin tra ne anzaver...
1960
Référence :
PETO
p38
Note d'étude
Skrivet e oa bet gant Kervarker e GON.II e vez kavet ar stumm "disléan" er c'heriaoueg eus an IXvet kantved (882) .