Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud hag o obererezhioù) N'eo ket leal. Ar merer disleal. Brezel disleal. 2. Direizh, dizonest. Kavout a reas disleal ar varnedigezh. 3. (db. an amourouzien hag ar priedoù) A zarempred ub. ha n'eo ket amourouz pe bried dezhañ. Biken ne vin ur wreg disleal. HS. avoultr, difeal, ganas, treitour, trubard.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

disleal

1499
Daveenn : LVBCA p60 (desloyaulx, desloyal)

disleal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deloyal, perfide

traitour disleal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg traistre

doubl disleal

1732
Daveenn : GReg pg copie (infidele)

disleal

1732
Daveenn : GReg pg deloyal (ale, qui n'a ni foi ni loi))

en ur feson disleal

1732
Daveenn : GReg pg deloyalement

ez disleal

1732
Daveenn : GReg pg deloyalement

posesour disleal

1732
Daveenn : GReg pg detenteur (injuste)

un den disleal eo hemañ

1850
Daveenn : GON.II pg disléal

ur brezel disleal eo hemañ

1850
Daveenn : GON.II pg disléal

disleal

1850
Daveenn : GON.II pg disléal

Mes n’on ket evit chom e karg da ober an traoù diskiant, disleal ha disakret gourc’hemennet gant ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.65

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Daveenn : PETO p38

Etimologiezh

krKg "disléan".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial