Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an dud) Lavaret an eneb eus ar pezh zo bet lavaret gant ub. all. N'o dislavarin ket. Emañ Yann amañ da'm dislavaret mar lavaran gevier. 2. (db. ar c'homzoù, an oberoù) Mont, sevel a-enep lavaroù kent. An eil kaoz a zislavar eben. E-pad pell ez eus bet kontet gevier a-enep dimp hep ma vije den d'o dislavaret. Dislavaret a reont o c'homzoù dre o oberoù. & (en tu gouzañv) Dislavaret krenn e vez ar c'heleier-se gant ar pezh a glever HS. distroadañ. 3. Nullañ un emvod, un emgav. Klasket e oa bet prezegerien akuit, met dav eo bet dislavaret pep tra. 4. Dislavaret e anv : dianzav ar pezh ez eur. N'he deus ket gallet dislavaret he anv. & (ouzh ub.) Dislavar e anv ! : troienn a reer ganti evit kunujenniñ ub. a zinac'h ar pezh eo. II. V.g. 1. Dianzav e lavaroù, terriñ e c'her ; reiñ ur respont kontrol d'unan all graet a-raok. Pedet e oa d'he lein met ranket he deus dislavaret goude bezañ asantet. Eizhtez a oa bet roet dezho da zislavaret. 2. LAVARET HA DISLAVARET : dibunañ kaozioù enno mennozhioù kontrol an eil re d'ar re all. Ne ra nemet lavaret ha dislavaret. III. V. rag. EN EM ZISLAVARET. A. V. em. 1. Lavaret ar c'hontrol eus e lavaroù kent. Lavaret hag en em zislavaret ne ra ken. 2. Nullañ un asant, ur bromesa. Aet eo d'o c'haout evit en em zislavaret. B. V. kenem. Sevel an eil a-enep egile er pezh a lavarer, er pezh a roer da c'houzout. Ar boliserien n'o deus morse gallet o lakaat d'en em zislavaret war ar pezh o doa graet.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

dislavaret

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) dedire, retracter, reuoquer

n'ho tislavarin ket

1732
Daveenn : GReg pg (je ne vous en) dedirai (pas)

lavaret ha dislavaret

1732
Daveenn : GReg pg (se) contredire, dire (& redire, dire & dédire)

dislavaret un all

1732
Daveenn : GReg pg dedire (désavouer ce qu'un autre a fait)

dislâriñ un arall

1732
Daveenn : GReg pg dedire (désavouer ce qu'un autre a fait)

en em dislavaret

1732
Daveenn : GReg pg (se) dédire

dislavaret e gomz

1732
Daveenn : GReg pg (se) dédire

em zislâriñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) dédire

em zislâret

1732
Daveenn : GReg pg (se) dédire

n'ho tislivirin ket

1850
Daveenn : GON.II pg dislavarout

en em zislavaret en deus dirak an holl

1850
Daveenn : GON.II pg dislavarout

dislavarout

1850
Daveenn : GON.II pg dislavarout

dislavaret

1850
Daveenn : GON.II pg dislavarout

Hogen da gentañ e vez ret / Dilezel iliz Plouared ; / Goude dislavaret ho le, / Hag ouc’h an holl goull trugarez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

Den na zislavaras ar paotr kozh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Penaos dislavarout alioù ken fur, roet gant ur gristenez santel ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Ma ! Pêr an Hir, mignon karet, / N'on mui evit ho tislâret ; / Met, koulskoude, hag a-barzh pell, / Mont diouzh ho ti e vo din gwell.

1960
Daveenn : PETO p25

Morse ne oa bet luc'hskeudennet hag an nebeud tud a oa gouest d'e zeskrivañ en em zislavare penn-da-benn kenetrezo.

2012
Daveenn : DJHMH p42

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial