I.
Adv.
1. Sof-kont.
&
Amplik-mat : a gementadoù bras a-walc'h, muioc'h eget ma oa bet goulennet, eget ma c'hortozed.
Amplik-mat hoc'h eus lakaet din.
ES. just.
2. (e troiennoù)
[1931] Lavaret amplik, lavaret re amplik : komz re, lavaret muioc'h eget m'eo dleet.
Daoust memes tra ne oa ket bet lavaret re amplik. Rebech din lavaret re amplik.
&
[2012, 2015] Mont (amplik ganti, dezhi) : mont en tu-hont d'ar pezh a c'haller lavaret pe ober.
Amplik-mat ez it ganti. Kavout a ran ez eont amplik evelkent !
[2012] Ar memes den eo c'hoazh hag a zo bet meulet gant Anastasius Grün evel "ar marc'heg diwezhañ"; marteze ez ae un tammig amplik ganti, rak re bostek ha re dev e oa memestra evit bezañ ur gwir varc'heg. [2015] Mont a rez amplik ganti memes tra.
II.
Doar.
1. (db. ur c'hementad, un niver, un ober.)
Muioc'h eget ma'z eus ezhomm.
Hanter-kant lur, memes tra, se zo amplik.
ES. just.
2. (db. ar c'homzoù, an oberoù)
Diaes a-walc'h da zegemer.
Ober fae war ar person ? Ma feiz, amplik eo se, ar person n'eo ket falloc'h eget un all. Daoust hag-eñ eo gwir pe amplik kement a zeu gant ar skrivagner ?
Référence :
VALL
pg amplement, assez, (un peu) beaucoup
lavaret amplik
1931
Référence :
VALL
pg amplifier (en paroles, exagérer)
Ar memes den eo c'hoazh hag a zo bet meulet gant Anastasius Grün evel "ar marc'heg diwezhañ"; marteze ez ae un tammig amplik ganti, rak re bostek ha re dev e oa memestra evit bezañ ur gwir varc'heg