ampoent
Dres d’an ampoent, dirak ar Genkiz, e welas Job o tont eus ar penn all, staget outañ ur fas karn.
Me va-unan am eus gwelet Herri — Doue r’ e bardono ! — o stagañ ar planken-se, ha c’hoazh e oa bet gwall-nec’het, o welout ac’hanon o tont d’an ampoent e-barzh an ti.
Gwir eo en doa tost da 80 vloaz d’an ampoent.
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.
D'an ampoent e teuas ar mevel tre, un notenn gantañ.
Dont a ra Stavrópoulos e-maez ar gambr-wele en ampoent ma erru ar gravazhataerion evit sammañ ar c'horfoù-marv.
Mots précédents
Mots suivants
ampoezon