Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. Sof-kont. & Amplik-mat : a gementadoù bras a-walc'h, muioc'h eget ma oa bet goulennet, eget ma c'hortozed. Amplik-mat hoc'h eus lakaet din. ES. just. 2. (e troiennoù) [1931] Lavaret amplik, lavaret re amplik : komz re, lavaret muioc'h eget m'eo dleet. Daoust memes tra ne oa ket bet lavaret re amplik. Rebech din lavaret re amplik. & [2012, 2015] Mont (amplik ganti, dezhi) : mont en tu-hont d'ar pezh a c'haller lavaret pe ober. Amplik-mat ez it ganti. Kavout a ran ez eont amplik evelkent ! [2012] Ar memes den eo c'hoazh hag a zo bet meulet gant Anastasius Grün evel "ar marc'heg diwezhañ"; marteze ez ae un tammig amplik ganti, rak re bostek ha re dev e oa memestra evit bezañ ur gwir varc'heg. [2015] Mont a rez amplik ganti memes tra. II. Doar. 1. (db. ur c'hementad, un niver, un ober.) Muioc'h eget ma'z eus ezhomm. Hanter-kant lur, memes tra, se zo amplik. ES. just. 2. (db. ar c'homzoù, an oberoù) Diaes a-walc'h da zegemer. Ober fae war ar person ? Ma feiz, amplik eo se, ar person n'eo ket falloc'h eget un all. Daoust hag-eñ eo gwir pe amplik kement a zeu gant ar skrivagner ?

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

amplik

1931
Daveenn : VALL pg amplement, assez, (un peu) beaucoup

lavaret amplik

1931
Daveenn : VALL pg amplifier (en paroles, exagérer)

Ar memes den eo c'hoazh hag a zo bet meulet gant Anastasius Grün evel "ar marc'heg diwezhañ"; marteze ez ae un tammig amplik ganti, rak re bostek ha re dev e oa memestra evit bezañ ur gwir varc'heg

2012
Daveenn : ADULT p. 170

Mont a rez amplik ganti memes tra.

2015
Daveenn : EHPEA p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial