1. [1931] Bras.
Diskenn din ur banne amploc'h.
2. Trl.
Bezañ ampl da labourat : ober kalz a labour en ur ober nebeut a amzer.
3. [1931, 2013] Ec'hon.
[2013] C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ
&
(en e zerez uheloc'h)
Ledan.
Kaout amploc'h anaoudegezh eus udb. : gouzout hiroc'h diwar e benn.
3. Buan.
Ar gazeg kozh ne oa ket ampl ha ne felle ket dezhañ pouezañ warni.
4. Bezañ ampl, amploc'h da, war udb. : bezañ troet, dedennet gant udb.
&
Trl.
Bezañ ampl da grediñ : bezañ kredus.
Bremañ e weler piv zo ampl da grediñ, e piv e c'heller fiziout ur gaou hep aon da goll e boan.
&
Amploc'h eo an dud war ar goulenn eget nend eo eñ war an ober : ne zeu ket a-benn da vastañ da c'houlenn an dud gant e dizh pe nerzh labour.
Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.
Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, eur Golaj tudjentil, brudet e oa evit rei deskadurez amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantou ken war ar bleniadur.
1944
Daveenn :
EURW.1
p51
Cavalier a roas ur gador din en e gichen, sed ma oan hardishoc'h ; met ma fri ne save ket nemeur diwar ma flad, gant ma santen daoulagad an holl o parañ warnon, hag ar c'hoant gouzout amploc'h diwar doare an « hini nevez ».
Cavalier a roas eur gador d'in en e gichen, sed ma oan hardisoc'h ; met ma fri ne save ket nemeur diwar ma flad, gant ma santen daoulagad an holl o para warnoun, hag ar c'hoant gouzout amploc'h diwar doare an « hini nevez ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p82
C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ