I.
Adv.
1. [1931] A-forzh.
Bara ampl hon eus bet.
2. Muioc'h.
Ar wezenn-mañ zo teir c'hordenn enni pe ampl.
&
(en e zerez uheloc'h)
Diouzh an den a vez o servijañ, e vez roet amploc'h pe nebeutoc'h. Gwelloc'h lakaat amploc'h eget justoc'h.
II.
Ak.
A. Tr. adv.
WAR AN AMPL
1. Kalz.
Hemañ zo war an ampl brasoc'h egedout.
2. En tu all d'ar gont.
O c'hontet am eus war an ampl.
3. [2013] Bras pe ec'hon e zoare e-keñver ar pezh eur boaz d'ober pe da welet.
[2013] Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.
B.
Tr. ar.
War an ampl da : en tu all da.
War an ampl da zek kilometr ac'hanen.
Kement-se a oa da lavarout ec'h asante komz amlpoc'h.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.150
« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».
« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez d’eoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibri ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p.202
Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.