I. V.g.
Kuitaat e vro ; mont d'ober e annez en ur vro all.
Ret e voe dezho divroañ.
II. V.k.e.
1. Lakaat ub. da guitaat e vro, kas er-maez eus ar vro.
Divroet e oa bet ar Brotestanted gant ar roue.
HS. harluañ.
2. Lakaat da cheñch bro.
Mar n'en divroit ket, ne ray netra a vat.
&
Dre ast.
Souezhañ, diaezañ ub. gant ar c'hemm boazioù.
III. Impl. da ak.
An divroañ : an divroerezh tud, an ezporzhierezh marc'hadourezhioù.
Référence :
GON.II
pg divrôet (adj. et part. Dépaysé. Chassé de son pays. Banni. Exilé. Vagabond. Sans aveu), pg divrôi (Dépayser, tirer de son pays. Envoyer hors du pays. Bannir. Exiler. Part.)
Divroet eo bet gant ar roue.
Divrôed eo bét gañd ar roué.
1850
Référence :
GON.II
pg divroiñ (Le roi l'a exilé).
divroiñ
divrôi
1850
Référence :
GON.II
pg divrôi (Dépayser, tirer de son pays. Envoyer hors du pays. Bannir. Exiler), divrôidigez, pg divrôidigez
Ma n'hen divroit ket, na ray netra a vat.
Ma n'héñ divrôit két, na rai nétrâ a vâd.
1850
Référence :
GON.II
pg divrôi (Si vous ne le dépaysez pas, il ne fera rien de bon).
Gwall reverzhi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze pennabeg d'un darn Kelted da zivroañ [...].
Gwall-reverzi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze penn-abeg d’eun darn Kelted da zivrôa [...].
1923
Référence :
SKET
p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
O divroañ ne oa ket ul lusk emskiantek evit gounit gouiziegezh ha fiziañs enno o-unan, met ne oa nemet un tec'h mezhek dirak ar baourentez.