Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Kuitaat e vro ; mont d'ober e annez en ur vro all. Ret e voe dezho divroañ. II. V.k.e. 1. Lakaat ub. da guitaat e vro, kas er-maez eus ar vro. Divroet e oa bet ar Brotestanted gant ar roue. HS. harluañ. 2. Lakaat da cheñch bro. Mar n'en divroit ket, ne ray netra a vat. & Dre ast. Souezhañ, diaezañ ub. gant ar c'hemm boazioù. III. Impl. da ak. An divroañ : an divroerezh tud, an ezporzhierezh marc'hadourezhioù.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

divroiñ

1732
Daveenn : GReg pg depaiser (faire changer de païs), exiler (banir)

divroiñ

1732
Daveenn : GReg pg depaiser (faire changer de païs), éloigner (dépaïser)

divroet

1732
Daveenn : GReg pg depaiser (faire changer de païs), éloigner (dépaïser)

divroet

1850
Daveenn : GON.II pg divrôet (adj. et part. Dépaysé. Chassé de son pays. Banni. Exilé. Vagabond. Sans aveu), pg divrôi (Dépayser, tirer de son pays. Envoyer hors du pays. Bannir. Exiler. Part.)

Divroet eo bet gant ar roue.

1850
Daveenn : GON.II pg divroiñ (Le roi l'a exilé).

divroiñ

1850
Daveenn : GON.II pg divrôi (Dépayser, tirer de son pays. Envoyer hors du pays. Bannir. Exiler), divrôidigez, pg divrôidigez

Ma n'hen divroit ket, na ray netra a vat.

1850
Daveenn : GON.II pg divrôi (Si vous ne le dépaysez pas, il ne fera rien de bon).

Gwall reverzhi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze pennabeg d'un darn Kelted da zivroañ [...].

1923
Daveenn : SKET p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

O divroañ ne oa ket ul lusk emskiantek evit gounit gouiziegezh ha fiziañs enno o-unan, met ne oa nemet un tec'h mezhek dirak ar baourentez.

1985
Daveenn : DGBD p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial