Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stn. Zo aet kuit eus e vro. Ur Breizhad divroet. Bevañ a rae e Londrez, e-touez Iwerzhoniz divroet. [1955] Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras. 2. Doar. Zo diaezet, souezhet gant ar c'hemm bro. Divroet e vez an den pa vez bet ur pennad eus ar gêr. Heñvel eo ouzh lennvor Brest, setu ma ne vezañ ket divroet er c'heñver-se.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

divroet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg banni, vagabond

divroet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diuroet

tud divroet

1732
Daveenn : GReg pg depaisé (ée)

divroet

1732
Daveenn : GReg pg depaisé (ée)

divroet

1850
Daveenn : GON.II pg divrôet (adj. et part. Dépaysé. Chassé de son pays. Banni. Exilé. Vagabond. Sans aveu).

Bemdez e welan an divroet.

1850
Daveenn : GON.II pg divrôet (Je vois tous les jours le banni, l'exilé).

Divroet

1850
Daveenn : GON.II p.6 introduction ; dépaysé

Jerze, enezenn evurus, / Ha c’hwi, Bro-Saoz, bezit joaus, / Gant karantez digemerit / Hon eskob santel divroet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.

1985
Daveenn : DGBD p11

[...] mibien ha merc'hed tud divroet, breudeur ha c'hoarezed pobloù trevadennet, maouezed gwasket gant ar wazed, heñvelreizhidi a vez miret oute c'hoazh a choaz o reizhelezh hag o c'harantez?

2015
Daveenn : DISENT p11

E lod eus ar feurmioù brasañ e vez graet ar braz eus an dastum gant labourerien divroet, strollet anezho alies dre familhoù.

2015
Daveenn : TEVAG p. 5

Ofis publik ar brezhoneg