Télécharger les mots parents genaouata genaouegiñ genaouek genaouiñ genoù
arc'henaoueg
genaoueg
genaoueien
— « C’hwi an hini a zo kaoz, genaoueg ac’hanoc’h ! »
— « Ar Job-se n’eo nemet ur genaoueg, » emezañ.
Ar Bed a zo anezhañ ur «fandango »... pe ur jabadao, ha neb ne zañs ket a zo ur genaoueg. Ole !...
Droug a oa ennañ outañ e-unan, rak en em gemeret en doa evel ur genaoueg; hag evit ur genaoueg e oa bet kemeret gant e genvreudeur.
Etretant, tapet en devoa ar c’hure pleg da c’houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag un azen (2), setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d’he fennhêr [...].
Bez’ veze ’ta a-hed an deiz, listri a bep seurt stumm ha ment o loveal el lenn, leun-kouch a c’henaoueien hag a c’henaouegezed, daoust ha ma kouste ugent real an taol ; - ur bern arc’hant, tudoù, er mare-se ! – ha blejal a raent holl, hogen dre garantez pe gasoni ?...
Menel a ris da sellout outi evel ur genaoueg aet da gluchañ war un torkad linad, rak dirak piv ’ta am boa digoret va c’halon goude merenn ?
Genaoueg ac'hanon, disoñjal a ran bepred e peseurt mare emaon o vevañ.
N'eo ket peogwir emaomp o chom amañ en hanternoz ez eus genaoueien ac'hanomp, he doa eilgeriet Kathrine.
Mots précédents
Mots suivants
genaouegiñ