1. ROUEZ
Bras e c'henoù.
2. Sot, beulke.
N'eo ket ken genaouek ha m'en deus doare da vezañ. Bez 'eo an den genaouekañ zo war an douar.
&
Trl. kv.
Bezañ genaouek evel ur ribot : sot-kenañ.
&
Dre zic'harv.
Chom genaouek : bezañ abafet.
n'eo ket ker genaouek ha ma en deus doare da vezañ
né két ker génaoueg ha ma en deûz doaré da véza
1850
Référence :
GON.II
pg génaouek
genaouek
ginaouek
1850
Référence :
GON.II
pg ginaouek
Edon a-c’haoliad war ar voger o vont da ober ul lamm en diabarzh, pa soñjis e oan ginaouek o lezer va skeul er-maez, rak, ouc’hpenn ma rankjen he c’haout evit dont adarre kuit, e tiskouezje c’hoazh d’an neb a deuje da sellet, e oa aet unan bennak dre eno.
Edon a c’haoliad var ar voger o vont da ober eul lamm enn diabarz, pa zonjiz oan ginaouek o lezer va skeul er meaz, rak, ouc’hpenn ma rankchen he c’haout evit dont adarre kuit, e tiskouesche c’hoaz d’an nep a deuche da zellet, oa eat unan-bennag dre eno.
1878
Référence :
EKG.II
p.118-119
— Ne ouien ket e oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kabitened ar Republik.
— Ne gouien ket oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kapitened ar Republik.
1878
Référence :
EKG.II
p.63
genaouek
ginaouek
1909
Référence :
BROU
p. 242
genaouek
1931
Référence :
VALL
pg (qui à la une grande) bouche (et par extension badaud)